Alexandru Ioan Cuza

Alexandru Ioan Cuza

Alexandru Ioan Cuza (distaget [alekˈsandru iˈo̯aŋ ˈkuza]), pe Alexandru Ioan I (20 Meurzh 1820 – 15 Mae 1873) eo ar priñs kentañ a renas war Priñselezhioù Roumania pa voe dilennet e penn priñselezh Moldavia d'ar 5 a viz Genver 1859 hag e penn priñselezh Valakia d'ar 24 a viz Genver 1859. Evel-se e voe unanet an div stadig. Da-heul e anvadur e penn an div briñselezh e roas lañs da bolitikerezhioù evit modernaat ar gevredigezh hag aozadur ar gouarnamant.

Evel penn an div briñselezh e klaskas lakaat an Impalaeriezh otoman da anavezout unvaniezh Moldavia ha Valakia ha klask a reas ivez unvaniñ an div stad d'ober ur vro hepken. E 1862 e voe kemeret gant an div briñselezh an anv nevez Priñselezhioù Unanet Roumania, gant ur gêr-benn (Bukarest), ur parlamant hag ur gouarnamant hepken.

A-enep politikerezhioù Alexandru Ioan Cuza e savas kalz a dud, anezho mirourien pe er c'hontrol frankizourien. D'an 22 a viz C'hwevrer 1866 e rankas dilezel e garg ha kuitaat ar vro. Tremen a reas ar peurrest eus e vuhez en harlu e Pariz, Vienna ha Wiesbaden, asambles gant e wreg hag e zaou vab. Mervel a reas e Heidelberg e 1873.


Developed by StudentB